If I had eyes
Jack Johnson
"If I had eyes" a zo kanet gant Jack Johnson ha tennet diwar ar bladenn Sleep trough the static, bet embannet e 2008 gant Universal Records. Un doare "pop" a zo gant ar sonerezh-mañ kentoc'h.
4 mn 54 e pad ar ganaouenn. Gitar tredan, gitar boud ha taboulinoù a glever, ha mouezh ar c'haner Jack Johnson evel-just.
Plijout kalz a ra ar ganaouenn-se din, brav e kavan mouezh ar c'haner. Klotañ mat a ra al lusk gant e vouezh ouzhpenn.
Fanny Gourlay.