Tremenet eo mat prantad kentañ an tiegezhioù dec'h goude-merenn. An amzer a oa brav evit mont er-maez. Ur bern obererezhioù disheñvel a zo bet kinniget d'ar skolajidi : c'hoarioù a-stroll, atalieroù livañ ha tresañ, boks, ...

Atalieroù ha c'hoarioù dre soubidigezh a zo kinniget evit plantañ gwelloc'h c'hoazh ar brezhoneg er skolaj. Un doare eo evit krouiñ darempredoù etre ar skolajidi hag ivez etre skipailh ar skolaj hag ar grennarded. 

An eil prantad tiegezhioù a vo e penn-kentañ miz Here. 

 

 

 

 

 

 

 

Degemer