Nozvezh Redadeg Kemperle-Brieg
Un nozvezh kaer eo bet hini hon tennad-hent etre Kemperle ha Brieg. Plijadur, kalonegezh, keneiliezh, strivadeg... Kinnig a ran deoc'h skeudennoù bet tennet gant Christian Guidoux a Naoned. Trugarez dezhañ evit e labour kalonek hag efedus en noz-se. Bez e c'helloc'h kaout skeudennoù all, mar fell deoc'h. Dont e darempred gant ar skolaj evit gwelout e pe zoare teknikel ober.
Hag un, daou, tri...
Pauline d'hon digareziñ, peurziskarget 'oa batiri ar benveg-foto a-raok degouezhout e Brieg... Mat eo deomp resev skeudennoù niverel digant ar re a oa a-hed an hent.