SKEUDARZENN

    Un nebeud bloavezhioù zo bremañ ez eo deuet sevenadur Japan da vezañ unan eus ar re a blij ar muiañ d'ar re yaouank : bannoù-treset, fiñvtresadennoù, kanaouennoù... a bep seurt a zo.

 

IMGP3000


    E 4re klas e labourer war an 19vet kantved evit a sell ouzh istor an arzoù, hag arzourien veur evel Gauguin pe van Gogh a voe e-touez an dud a laka oberennoù arzel Japan (evel re Hokusai da skouer) da vezañ anavezet en Europa, pa oant sot int ivez gant tresadennoù ar vro-se.


    Goude gwelout skouerioù ha bezañ bet displegadennoù war ar mod da dresañ ha da livañ o deus ar 4reidi savet livadurioù e gwenn ha du war follennoù bras. Plijet int bet, ha deuet eo brav ganto-holl.


  IMGP3001

 

Degemer