IMGP0206

Katalin, konterez da vat !

 

Estrañjourien e Breizh, setu titl ar film savet gant Anna Kere (evit France 3 Kornôg) a oa bet gwelet gant hor pempvedidi dec'h, lodenn eta eus hor bloavezh sinema gant Daoulagad Breizh.

Gwelet ez eus bet gant plijadur poltridi estrañjourien deuet da vezañ brezhonegerien. Deny Bayard, Amerikan aet da besketour a-raok bezañ lusker sal sinema Plougastell-Daoulaz, brezhoneg yac'h gantañ. Delia Gomès, Roumanadez, laouen oc'h ergerzhout gwenodennoù Menez-Are. Ffran May, kanerez ha kelennerez deuet a Vro-Gembre. Gordon Carter, nijer saoz, diskaret e garr-nij gant an Alamaned e bro an Oriant, deuet en-dro da Vreizh da zimeziñ goude ar brezel ha graet gantañ e vicher en UNICEF evit bugale ar bed-holl. Anke Simon, bet kelennerez alamaneg ganeomp, degaset  ganti studiadennoù a bouez bras d'al lennegezh vrezhonek.

 

IMGP0205

 

Ha dreist-holl poltred KATALIN, kelennerez galleg ha latin er skolaj, a orin a Hungaria. Plijus-tre eo bet ar gaoz ganti, penaos eo deuet d'ober anaoudegezh gant Breizh ha d'en em staliañ amañ. Petra eo bezañ a galon etre div vro...

Sabatuet eo bet lod eus ar skolajidi p'o deus gouezet e oa a orin estren o c'helennerez. Ne ouient ket !

Degemer