Deuet eo skipailh France 3 da atersiñ ar skipailh hag ar skolajidi 6vet diwar-benn an distro-skol. Setu al liamm:https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/programmes/france-3_bretagne_jt-local-12-13-an-taol-lagad?id=3819091...
Brav eston eo disoc'hoù hor skolajidi ar bloaz-mañ !! 100% ! 90% gant ur meneg ! 6 gant ur meneg mat a-walc'h ! 11 gant ur meneg mat ! ha 20 gant ur meneg mat-tre !!!!! Gourc'hemennoù !
AmVill 22 3 bloaz oa ne oan ket bet ! Da belec'h'ta ? Da Normandi da pleustriñ war ar saozneg, biskoazh kemedall ! Setu ma oa startijenn ha levenez gant an daou glasad 5ved da loc'hañ a Gemper da 6e beure d'ar Meurzh 7 a viz Even....
Abaoe un nebeud sizhunvezhioù zo bet staliet un dasparzer serviedennoù yec'hedus e privezioù ar plac'hed. Harz da ziasurted ar mizioù !
Dec'h 'oa aozet fest 25 bloaz ar skolaj. Aozet 'oa bet stalioù dudi gant 3deidi evit o devezh diwezhañ. Da heul 'oa ar fest en Dachenn wenn. Trugarez d'an holl o deus sikouret !