An diskouezadeg "Kreskiñ" savet gant Manuella, bet kasourez er skolaj, a zo er self abaoe penn-kentañ ar sizhun. Kinklet a-feson eo ar sal bremañ!
D'ar Gwener 29 e oa bet ar c'hwec'hvedidi e Loperhet evit ar "Chakod Deiz". Tem ar bloaz-mañ a oa "Spontus". Labouret o deus kalz gant Marine, o c'helennerez war ar brezhoneg, ha gant Manon Renault, sevenourez filmoù. Setu an 3 film...
Claire Carriou, eus ar gevredigezh Côte Waste, a zo deuet en-dro dimeurzh paseet er skolaj da gas un abadenn diwar-benn ar zero lastez gant ar c'hwec'hvedidi. Plijadur 'zo bet! Fardet o deus ur sac'h gant un tee-shirt kozh. Tud 'zo...
Setu gant un neubeudig dale Deuet maez evit ho levenez Gant skolajidi, keloù o buhez 'Ba Radio Jakez hag e skipailh nevez (amzer) - Abadenn miz Ebrel -blog.mp4
D'ar yaou a-raok vakañsoù Ebrel hon eus bevet ur veilhadeg dreist-ordinal en Enez Tudi ! Amañ dindan program an noziad : Kuitaet hon eus ar skolaj da 5e30 hag ur wezh erruet en hunva hon eus graet ur blind test. Kanaouennoù a-bep seurt...
D'ar 5 ha d'ar 6 a viz Ebrel eo bet Naolin, Laouenna, Victor, Yuna ha Rose da weladenniñ lise Diwan Gwened asambles gant Bleuenn, kasourez ar skolaj. Un tañva d'ar gwenedeg o deus bet dre c'hoarioù kaset gant kelennerien brezhoneg...