Buhez ar skolaj
A-raok en em guitaat o doa c'hoantaet ar bevareidi aozañ merenn-vihan o fardañ krampouezh hag o tegas gwastilli. Un doare plijus-kenañ da gimiadiñ diouzh o fenngelennerien. Plijadur a zo bet ha tremenet eo brav pep tra. Ur souezh pegement...
Buhez ar skolaj
Didrouz evel ma kresk legumaj ha bleunioù ez a war-raok klub liorzhañ Fañch. Bep Yaou da vare merenn etre porzh ha skol-vamm, war ziribin e pleg kelenner ha skolajidi war o labour. Setu amañ un nebeud skeudennoù a ziskouez a-walc'h...
Ar skolaj er c'harter
Dec'h e oa bet roet priz Herve ar Menn da Skol Diwan Penharz. Bep bloaz e vez roet ar priz-se d'un den pe d'ur strollad a labour evit Breizh hag ar brezhoneg. Ur chekenn a 2 000 € a dalvezo d'ar skol da gaout dafar pedagogel a oa da...
Buhez ar skolaj
Daoust d'an amzer fall e c'hell skolajidi tañva tammoù mareoù distignañ war ar porzh. Amañ ez eo kaset ar c'hoari gant Gael, ha plijadur a zo, 'toare ! War-c'hed eus un dra nij dianav deuet eus an neñv...
Buhez ar skolaj
"A thing of beauty is a joy for ever...", John Keats. Aked ha pasianted a zo bet hiziv o sevel mandala fin ar bloavezh yoga gant Manu hag ar c'hwec'hvedidi. Ul labour meur a zorn, munut, evezhiek, skuizhus, ingal ha plijadur an disoc'h...