Gweladennet hon eus kreizenn istorel ha liorzh-louzawouriezh Donostia. War-lerc'h e oamp bet war an draezhenn.
Degemeret eo bet ur stajiadez Mervent er skolaj e-pad ar sizhun-mañ. Mar eo hec'h anv. Kinniget he deus ur veilhadeg gant tri c'hoari disheñvel d'an diabarzhidi. C'hoari anvioù filmoù: ret e oa jestraouiñ evit lakaat anezho da zivinout...
Piknik disul noz o c'hortoz karr-boutin Donostia. Erruet omp da 6e30 mintin dilun ha debret hon eus an dijuni en un ti-bara. Goude ur veaj 30 mun en tren omp erruet a-benn ar fin betek Tolosa. Degemeret omp bet en Ti-gar gant an div...
Dilun eo bet bodet an tiegezhioù adarre. Ul labour a-feson a zo bet kaset gant tiegezh Kerneud & Nadoz
Kemeret o deus perzh skolajidi 4re klas d'ar genstrivadeg Mathador. Ha paket ar c'hentañ hag an 3de plas ganto !! Gwellañ gourc'hemennoù !! Ha trugarez da Nikolaz, o c'helenner.
Un taol kaer ! Deuet eo a-benn un dek bennak a dud da cheñch gouleier 10 sal klas disadorn ! Tennet zo bet ar gouleier neon kozh ha staliet plakennoù LED. Beveziñ 'raimp 224 Watt e pep sal, e lec'h 600 Watt a-raok ! Espern 'vo...ha...