Menam menam ! Ha benn nebeut e vo posubl fardañ un alumenn-vioù ... Gourc'hemennoù da Erc'h ha da Ludu !
E kentel arzoù o deus savet ar re bempved un ti repu. Kalzig outo a ro c'hoant mont da gas un pennadig amzer enno evit diskuizhañ :) !! Gwelloc'h evit magazin Ikea, me lâr deoc'h !
Ar bemveidi o deus lidet gant Maï-wenn " La celebración del Día de muertos" !
Hiziv zo bet roet o diplomoù breved hag AKED d'ar skolajidi a oa e 3de ar bloaz paseet. Ar blijadur o deus bet da resevout o diplom... hep bezañ tremenet an arnodenn! Mousc’hoarzh 'oa dindan ar maskloù memestra ! Tro o deus bet Erc'h...
Boom kentañ ar bloaz a zo bet lidet dec'h en hunva ! Treuzwiskamantoù spontus, madigoù hag evajoù ! Dañset hon eus kalz war sonerezh dibabet gant an dredeidi. Trugarez d'an holl!