Hiziv e voe tremenet ar Redadeg 2022 dre Gemper ! Hag evel just, e oa kemeret perzh gant an holl ac'hanomp ! Kanet e voe, redet, hag huchet ivez evit ma chomo yac'h ha bev hor yezh. Ur mare fromus ha laouen, dindan banneoù heol bras...
Lidet eo gouel Breizh hiziv er bed a bezh... hag er skolaj ! Deuet ez eus ur bern skolajidi ha tud ar skipailh gwisket e gwenn ha du evit merkiñ an taol.
Fier omp da ginnig deoc'h hor c'hoari kentañ ! Kinniget e oa da lakaat o anv d'an holl o doa c'hoant da c'hoari ha tenet eo bet dre zegouezh Eloann ! Trugarez dezhañ evit bout c'hoariet ganeomp. Ha ken ur wech all evit un abadenn all...
Ar 6veidi o kalonekaat Alvan hag Ahez er c'hentelioù Brezhoneg ! Respontet o deus Alvan hag Ahez d'un SMS kaset gant Marine Gloaguen. Deuet eo brav ganto en Eurovision dirak 15 000 den e Torino ha war-dro 200 milion a dud dirak o skramm!...
Deuit da redek ganeomp d'ar meurzh 24 a viz Mae da 9 eur 7 diouzh mintin. Niverenn ar c'hilometrad : 893. Na zisoñjit ket ho tee-shirt Redadeg ! Pennad skrivet gant Lylie, Angèle, Armel ha Telo. Setu kanaouenn ofisiel Redadeg 2022...