DSCN8229

Un tamm pasianted c'hoazh !

 

 

Dec'h e oa tremenet ar Redadeg dre Gemper. Ur blijadur ! Lañs, lusk a oa ha plijadur o kemer perzh ! Gant ar skolaj e oa bet prenet ar c'hm 1037 a groge adal adhent Kroashent-tro Kervoazan hag a dape straed Pont-'n-Abad. Ha yao war-zu kreiz-kêr, kilometroù ar bomperien, Bagad Penharz, skolioù Diwan, klasoù divyezhek an deskadurezh publik, dilennidi an ti-kêr, al Likez hag all... Peadra a oa da derriñ naon ha sec'hed war leur-gêr Sant Kaourantin, stand Redadeg ivez, Kuzul ar Brezhoneg evit al levrioù brezhonek, Diwan, Div Yezh ha kement 'zo. Ul leurenn hag ur sono war ar marc'had, mar plij, ha plijet omp bet dreist gant kanaouenn ar 6ved, lusket gant o c'helennerez brezhoneg, Marine. Gourc'hemennoù ivez da merc'hed ar c'han ha diskan kaset hardizh ha brav gant Karen ! Gourc'hemennoù ivez d'ar strollad SILWINK en deus graet berzh bras, danvez a zo enno !

 

Gouel ar genskoazell a youl vat evit ar brezhoneg eo ar Redadeg ha deuet e oa eus ar c'hentañ e Kemper dec'h. A-benn arc'hoazh e vo an degouezh goude merenn e Groñvel. Deomp niverus da redek ar c'hilometroù diwezhañ !

 

(Trugarez da Vireille, da Ninnog, da Varine, da Varion ha d'he mamm evit o skeudennoù !)


DSCN8228

Tri sportour a-feson !

 

DSCN8230

Tudi, prest da vont de'i !

DSCN8231

 

Mont ha dont !

 

DSCN8233

 

Brav ! N'eo ket echu an Ened !

 

DSCN8237

 

DSCN8240

 

Un tamm pleustriñ war ar c'han !

 

DSCN8246

 

DSCN8247

 

Mignoniezh post skolaj !

 

PIC 0057

 

PIC 0058

 

 

PIC 0061

 

DSCN2235

 

DSCN2241

 

DSCN2242

DSCN8248

 

Emaomp ganti !

 

DSCN8249

 

Karen o tougen ar vazh-test a vo douget goude gant Tangi ha war-lerc'h gant Marion. Siwazh, ne oa ket Jeanne ganeomp !

 

P1060191

Pevareadezed chichant !

PIC 0064

 

P1060195

Bazh-test gant Tangi !

P1060196

Bazh-test gant Marion !

 

 

P1060197

 

P1060198

 

PIC 0066

DSCI2297

 

O tegouezhout e straed Kereon !

 

DSCI2302

 

War leur-gêr Sant-Kaourantin !

 

DSCI2306

 

Sonadeg vrav gant Bagad Penharz !

 

IMGP3715

 

Kan Redadeg ar 6ved war un ton gavotenn !


 

IMGP3716Daouarn o luskañ !

 

IMGP3717

 

IMGP3718

 

DSCN2245

 

IMGP3719

 

A-gleiz Ludovic Jolivet, maer Kemper, ha Daniel Gilles, besprezidant kuzul-rannvro Breizh, e karg eus ar sport

 

IMGP3722

 

Strollad KGB. Karen, Gaïd, Betty. Deuet eo brav-tre ganeoc'h ! Kendalc'hit !

 

DSCI2312

Loig Jadé, E-Ü-RUS !


Degemer