Klikit war ar skeudenn da gaout ar bedadenn e .pdf / Cliquez sur l'image pour l'afficher en .pdf !
Dimeurzh noz o deus dizoloet ar c'hwevedidi an oaled. C'hoariet o deus babyfoot, ping pong ha c'hoarioù kevredigezh en un dizoloiñ an oaled hag e vont-en-dro. Laouen-tre int bet ha startijenn a oa ganto evit kregiñ o bloavezh kentañ er skolaj.
Kemeret eo bet hiziv ur foto war ar porzh gant ar skolajidi hag izili ar skipailh gwisket e roz evit Here Roz. Pal Here Roz 'zo lakaat war wel krign-bev ar vronn. Aozet eo bet diwar goulenn ar skolajidi.
Kemer ‘n eus perzh ar skolajidi e kenstrivadeg Kan ar Bobl disadorn ! Kanet o deus brav ha dibabet int bet evit kemer perzh en abadenn a zeu hag a vo e Pondi.
Startijenn - Pakit holl !
Ar re bempet glas a oa bet o sevel ur gontadenn nevez, unan skrijus diwar-benn an Ankoù ! Kontet o doa anezhi ouzh ar mikro, ha frammet e oa bet goude-se. Skignet gant Radio Kerne a-barzh ar fin ! En abadenn Deomp Dezhi ar 25 a viz Meurzh da 1e goude...
Goulennoù ouzh ar genvlogerien : Penaos eo savet ar ger blog ? Petra sinifi blog eta ?
Mada e Kuzon Uploaded by blogjakezriou
Setu niverenn diwezhañ "Fiñv da skolaj" - FiñvDaSkolaj_05_web.pdf
Rap_ar_saout Uploaded by blogjakezriou
Gi penseg Uploaded by blogjakezriou
Krossskolaj Uploaded by blogjakezriou
Dec'h e oa bet hor skolajidi a 4re Melen da ganañ ha da zañsal en Dachenn Wenn er c'harter, amañ e Penharz, da-geñver an oberoù kaset da benn evit brudañ ar stourmadeg ouzh krign-bev ar vronn.
Keloù bet hiziv gant Ninnog e-kreiz an deiz. Goude bezañ gweladennet Stratford upon Avon emañ ar strollad o vont da bennadiñ hent an distro. Moarvat e vint e koulz warc'hoazh vintin en emgav e-tro nav eur ha kard war barklec'h Carrefour. Kelaouet e voc'h...
EVIT KERENT AR 5VET KLAS Keloù a zo bet dre bellgomz gant Ninnog pa oa war ar vag. Tremen a ra mat pep tra. Ken ar c'hentañ keloù !
Ezhomm ez eus eus ur c'helenner pe ur gelennerez teknologiezh evit Skolaj Diwan Jakez Riou. 10,5/18 eurvezh ar sizhun. Dont e darempred gant Diwan Landerne, pe gant ar skolaj war-eeun, ar buanañ ar gwellañ !
Keloù a zo bet gant Ninnog dre bellgomz bremaik. Warc'hoazh vintin etre 9 eur ha 9 eur hanter e tlefe ar c'harrad-boutin degouezhout er skolaj. Mat an traoù ganto.
Dec'h da 8 eur noz kemennadenn dre bellgomz gant Ninnog evit lavarout e tremen mat ar veaj.