PLIJADUR O LENN : BLOG AL LEVRAOUEG
Savet 'zo bet ur blog evit levraoueg ar skolaj : http://levraouegskolajdiwanjakezriou.wordpress.com/
N’eus ket kalz tra warnañ 'vit poent ha gellout a raio cheñch un tamm e stumm hag e livioù gant an amzer marteze met ne vern, setu, aze 'mañ !
Skolajidi, gouest 'voc'h da gavout warnañ pennadoù diwar-benn levrioù (pe traoù all marteze) o deus plijet da skolajidi all pe c’hoazh da dud skipailh ar skolaj, al levrioù nevez prenet, …
O pourmen war ar blog e voc'h gouest da zizoloiñ traoù nevez ha plijus sur-a-walc’h.
Evel-just, pep hini a c’hell kinnig ar pezh en deus plijet dezhi/dezhañ d’ar re all, laouen, graet eo ‘vit se al lec’h.
Seul vuioc’h a dud a ginnigo danvez, seul vuioc’h a bennadoù 'vo war ar blog ha seul dedennusoc'h ha plijusoc'h da lenn neuze.
Ar pennadoù a vo e brezhoneg met al levrioù avat a c’hall bezañ en ur yezh all.
M'ho peus c’hoant skrivañ ur pennadig (n'eus ket ezhomm 'vije hir), kit da welet Hoel.