IMGP2623

Aitor ha Miren dirak ar 4re Glas

 

Disadorn e oa deuet Miren Artetxe da Gendalc'h Eil Derez Diwan da zisplegañ petra oa labour he c'hevredigezh, GARABIDE hec'h anv (hent diorren) war dachenn ar genskoazell etrevroadel d'ar yezhoù minorelaet. Ur sikour pouezus- dreist da gompren dre beseurt gwikefre ez a yezhoù diwar wel pe en em gav yezhoù kennerzhet hag oc'h adc'hounit tachenn, evel an euskareg.

 

IMGP2624

 

Hiziv e oa deuet gant Aitor da gontañ kaoz gant hor skolajidi diwar-benn an hevelep sujed. Tremenet eo mat-tre an darempred, seul vui ma oar komz mat-tre ouzh ar re yaouank hag o lakaat da gaout plijadur. Eus ar skiant prenet oc'h adperc'hennañ an euskareg d'ur perzh oberiant da adlakaat en o sav yezhoù en arvar. Labourat a ra GARABIDE dreist-holl e Kolombia, Ecuador, Guatemala...


IMGP2626

Fent...


Pemp levr a zo bet embannet ganto betek bremañ : arnod an euskareg (troet e brezhoneg), ar yezh unvan, ar media, an deskadurezh ha gant pep levrenn un DVD da aesaat kompren an danvez.

 

IMGP2627

Skolajidi a-zevri ganti !

 

Ur c'hammed kentañ d'hor skolajidi eta da gompren al lezennoù a ren war buhez hag implij ar yezhoù. Goulennoù talvoudus a zo bet hag ur gaoz bev ha plijus-tre. Trugarez d'hor mignoned a Vro-Euskal !

 

IMGP2628

Degemer