IMGP3153

Plijadur ar c'hejañ

 

Plijet bras eo bet skolajidi ar 4re K gant o zroiad e Karaez. Kerkent ha degouezhet eo bet degemeret an holl e Sal Glenmor evit sellet ouzh filmoù berr bet savet gant skolajidi ar Releg, Gwened ha Kemper (6ved klas ha 5ved klas) hag ivez gant al liseidi.

 

IMGP3157

Labour enklask 'zo war ar stern !


Liesseurt e oant : lod a oa skrijus, pe faltaziek, pe dudius … ha lod all c’hoazh a oa peadra da brederiañ diwar-benn an danvez (« ar journal », « an dibab », « ar c’hoarier »)

 

IMGP3158

Meneget eo bet gant ar juri e roe an « Erminigoù » da lâret eo adprizioù, d'ar filmoùigoù (« Kombod tv ») bet savet gant an daou glasad 6ved e Kemper o vezañ lakaet an holl da gemer perzh.

 

IMGP3163

 

Da greisteiz , an holl o deus kemeret hent al lise evit mont da zebriñ merenn . Kouskous a oa. Re a dud a oa d’an devezh-se evit prientiñ fritez.

 

IMGP3164

Da 1e00 eo en em gavet en-dro an holl en oaled en taol-mañ evit mont d'ober anaoudegezh gant al lise, ambrouget gant liseidi. Savet e oa bet ur c’hoari enklask gant goulennoù diwar-benn al lise.

 

IMGP3171

Da 3e00 e oa bet roet ar prizioù.

Bep a vanne chug-orañjez zo bet profet a-raok kimiadiñ.

Brav eo bet kavet al lise gant tout ar glasvez a zo tro-dro. Trugarez vras da dud al lise evit o degemer !

 

IMGP3182

 

IMGP3183

 

IMGP3189

 

IMGP3191

 

IMGP3194

 

IMGP3198


 

IMGP3199

 

IMGP3203

 

Bec'h a zo pe be...tra ?

 

IMGP3204

 

IMGP3208


 

IMGP3214

 

 

Degemer