Degouezhet e Zeland-Nevez 10 deiz' zo. Zeland-Nevez, pe Aostralia gant un empenn... War a lavar an holl dud bet er vro ez emañ ar Giwied (lesanv tud Zeland-Nevez) e-touez tud plijusañ ar bed, ha d'am soñj eo gwir.

 

Lies-kenañ eo ra gweledvaoù : parkeier ma peur saout ha deñved, menezioù o fennoù goloet gant erc'h, takadoù bush m'eo stank ar c'hlasvez, traezhennoù gris goloet gan bili hag all.


Auckland n'eo ket ur gêr dreistordinal, met douarañ tu bennak gant ar c'harr-nij a oa d'ober. Diwar penn Menez Eden e weler kêr a-bezh, ha dreist-holl ar bae a zo tro-dro dezhi.

 

P1070773

Auckland gwelet diwar penn Menez Eden

 

Rotorua zo ur gêr e-kreiz enez an norzh (div enezenn vras a ya d'ober Zeland-Nevez), ma c'haller bale tro-dro d'al lenn. Flaerius eo peogwir ez eus eiennoù dour tomm e pep lec'h, evel en Island. Ha pa valeer e ranker diwall rak bresk eo an douar e lec'hioù' zo (ha dindanañ ez eus dour tomm-berv), ha moged a sav diwarnañ. Livioù dibar a zo d'an dour avat.

P1070905

ur marae e Rotorua

P1070935

livioù dibar e Rotorua

 

E Rotorua e kinniger a bep seurt obererezhioù tro-dro d'ar sevenadur maori, met e-lec'h mont da sellout ouzh Maoried o tañsal dirak touristed em eus kavet gwell mont betek ar c'harter maori ha kontañ kaoz gant daou pe dri anezho. Arabat spontañ rak o c'horfoù tatouet, hegarat-kenañ int. War am eus gwelet e hañval o saviad bezañ gwelloc'h evit hini an Aborijened : bev-mat eo o sevenadur, ha daoust ma oa bet graet vil dezho da vare an trevadenniñ o deus stourmet da zerc'hel d'o doareoù ha d'o bro.

P1070920

arz maori

 

Ne blij ket dezho e vefe tennet poltredoù anezho avat, ha peogwir on un den gwenn e groc'hen n'em boa ket bet aotre aotre da vont-tre ar marae hag a zo un ti m'en em vodont da lidañ a bep seurt traoù, da zivizout hag all. Barrek-kenañ int evit a sell ouzh kizellañ koad.

P1070884

arz maori


Napier zo ur gêr a dalvez ar boan pa vezer desachet gant an arzoù : e 1931 e oa bet distrujet kêr en he fezh gant un c'hren-douar, ha savet en-dro diouzh giz ar mare : da lavaret eo ne weler nemet savadurioù Art Deco e kreiz-kêr. Gwarezet eo kêr, ha war am eus komprenet e ranker doujañ da veur a reolenn pa lakaer sevel ur savadur nevez.

P1080134

savadur Art Deco e Napier

 

Kreñv an avel e Wellington, kêr-benn blijusañ ar bed hervez kalzik a dud. Unan vihan eo ivez. Savadurioù eus kreiz ha dibenn an 19vet kantved a zo kalzik anezho, ha mogerioù livet evel e Melbourne. Bet on e Te Papa ("hon ti"), mirdi broadel ar vro, unan bras-divent eo, ouzhpenn un devezh a zo ezhomm da c'hellout gwelout pep tra.


A-benn daou zevezh e yin da Dunedin, ur gêr a fell din gwelout peogwir ez eo a bouez a-fet sonerezh amplaet, ha goude-se... N'ouzon ket!






Degemer