UN DROIAD E CHESTER (BRO-SAOZ)
E Chester e oamp bet holl : 41 skolajiad 5vet klas Skolaj Diwan Jakez Riou e-pad an trimiziad kentañ. Met a-raok mont kuit e oa bet dalc'het ar c'harr-boutin : torret e oa ar voest evit cheñch tizh ! Ha divizet hor boa mont kuit memes tra gant ar c'harr-boutin... torret. Pebezh fazi !
Erruet e oamp e Chester daoust d'ar c'harr-boutin bezañ torret. En ur parking e oamp chomet a-sav ha deuet e oa ar familhoù saoz da zegemer ac'hanomp, ha ni d'ober anaoudegezh ganto. Diaes e oa kompren saozneg ar familhoù digemer met jentil e oant ! Souezhet e oamp bet gant mod an tiez, kalz tapisoù a c'holoe diabarzh an tiez : al leur, ar mogerioù, ar solier, ar skalieroù ha zoken er jardin. Bihan e oa al liorzhoù, e plastik e oa ar geot a-blasoù, ha gwelet e veze kizhier-koad alies. E karterioù 'zo e oa stank-tre an tiez, gwisket holl a vrikoù ruz.