IMGP8216 - copie

 

Na kuñv o feur !

 

 

"Touch, gwelet, selaou, c'hwesha"...Dec'h e oa bet diskouezet dre hanterouriezh Daoulagad Breizh ar film-se d'hor skolajidi 6ved ha deuet e oa Guy Joncour da gontañ kaoz ganto. Deuet e oa krec'hin chas-dour gantañ. Blev kalet ha flour, lec'h d'an aer da dremen etrezo. Soñjit 'ta e talveze pep kroc'hen kement hag ur mizvezh labour devezhour gwechall pe c'hoazh priz ur marc'h-houarn ! Bremañ e talv kement hag ur mell tell-gastiz hag ur pennad amzer toull-bac'h da neb a vez tapet o vigriañ !

 

Start buhez ar vezeien-loened war ar maez. Sikour ar saout diaes dezho halañ, operiñ anezho, adlakaat stomog ur vuoc'h en e blas, tennañ un dorosenn-gig grignbevek diwar bav ur c'hi hag all, hag all... Un tammig diaes ha doñjerus a-wechoù da zaoulagad kizidik hor skolajidi yaouank. Evel ma oa da zaoulagad ar paotrig eizh vloaz a hunvree dont da vezañ mezeg-loened ! Displegadennoù an den a vicher a ra o zreuz avat, gwad ya, met saveteiñ al loened an hini eo a gont ! Labourat evit ar vuhez ha stourm ouzh ar boan !

 

Un hir a hent eo bet hini mezeg-loened Kallag, tremenet a zineizher da warezer natur... Mab-bihan boureller Plourac'h o wriat d'e dro war gig bev al loened an dro-mañ.Klask kompren ar bed ha talvoudegezh ar plant a reer loustonioù anezho, koulz hag al loened gouez a zo war an douar evit seveniñ pep a gefridi. Difenn kefeleged al lannoù, ar chas-dour, ur sevenadur, un doare bevañ, kreiz-Breizh hag ar vreudeur Morvan, kement-se holl eo kemennadenn ar medisin.

 

Hag ouzhpenn a zo ! N'eo ket aes dont da vezeg-loened, studioù start a zo. Koulskoude, mar fell deoc'h mont war ar vicher-se dre ma karit al loened, arabat digolonekaat morse. an huñvre hag ar strivoù d'en diraez an hini a gont. Arabat diskregiñ, strivit, barregezh a zo ennoc'h. Kaerañ kemennadenn evit hor skolajidi !

 

IMGP8218 - copie

 

Trugarez da Guy Joncour, da Elen Rubin a Zaoulagad Breizh, buhezek eo bet ar gaoz ha piv oar, marteze ez eus meur a hunvre e go ?

Degemer