LIORZH FAÑCH
Didrouz evel ma kresk legumaj ha bleunioù ez a war-raok klub liorzhañ Fañch. Bep Yaou da vare merenn etre porzh ha skol-vamm, war ziribin e pleg kelenner ha skolajidi war o labour. Setu amañ un nebeud skeudennoù a ziskouez a-walc'h e c'heller liorzhañ gant kalon ha pa vefe war zinaou hag e lec'hioù dic'hortoz...
"Goude ur bloavezh chanter da sevel pazennoù ez eus bet liorzhet da vat gant ar skolajidi. Hadet ez eus bet, plantet, douret, dastumet, tañvaet frouezh ha legumaj ha bet plijadur o labourat e liorzhig ar skolaj” eme Fañch.
Al liorzhig
Dilouzaouiñ
Dourañ 'zo ret !
Gweladennerien ha labourerien
Labourat start a zo ret
Labourerien-douar
Skolajidi o liorzhañ