DISTRO-SKOL 2010
- Dao, dao!
- Piv eo?
- Ann
- Ann piv?
- An Distro!!!!
Setu , echu eo ar vakañsoù!!!!
D'al Lun 30 a viz Eost e oa poent d'ar skipailh distreiñ d'ar skolaj a-benn prientiñ distro-skol ar skolajidi.
An diabarzhidi 6vet klas a oa bet degemeret d'al Lun d'an noz evit ober anaoudegezh gant ar gasourien hag en em staliañ en hunva, a-raok adkavout an diavaezidi d'ar Meurzh vintin.
An devezh kentañ er skolaj a zo leun-chouk evit hor c'hwec'hveidi nevez! Prantadoù gant ar penngelenner, un nebeud kentelioù gant kelennerien disheñvel ( Piv eo hor c'helenner mat, c'hoazh???), an dafar-skol da wiriekaat ha da renkañ er c'hombod, c'hoari war ar porzh pe en oaled e-pad an ehanoù, hag all,...
Ha goude ar splujadenn gentañ e-barzh bed ar skolaj e oa poent mont d'ar gêr gant leun a draoù da gontañ!
Hiziv, ar Yaou 2 a viz Gwengolo, e oa distro an holl skolajidi-all e 5vet, 4re ha 3de klas; pegen leun ha buhezek eo an ti!
Neuze, degemer mat d'an holl ha kalon vat evit ar bloavezh-skol 2010-2011!!!!
Ar skipailh 6vet klas 2010/2011