CLAP A L'OUEST : SKOLAJIDI KEMPER MENNET !
An abadenn e Tregon
Daou glasad 4re hor skolaj a oa bet diriaou e Tregon evit gwelout filmoù 14 skolaj ha lise all eus Penn ar Bed. Filmoù faltazi dreist-holl, filmoù spont ha klipoù video gant sonerezh Tryo. Plijus e oa gwelout Bob Simon war ar skramm gant ar film "Paotr saout" (e brezhoneg hag e galleg) hag ar realizatour en doa displeget d'an holl penaos e oa bet savet ar senario gantañ. Pismigañ a rae ivez war pep film kinniget o reiñ ar gomz d'ar skolajidi.
Kinniget e oa bet film ar skolaj "Huanad diwezhañ" gant skipailh Airelle, Goulwena, Sterenn, Scott, hag ur vandennad paparazzi, fentus e oa ...
(evit gwelout ar video : http://www.dailymotion.com/video/xdhjnz_airelle-superstar_creation)
Degemeret mat eo bet ar film hag an eil priz a zo aet gantañ gant ar c'honkour "Berr-berr" aozet e-pad Gouel Broadel ar Brezhoneg Kawan.
Skipailh ar bevareidi
Gwelet eo bet 4500 gwech war internet, ha dreist-holl e brezhoneg war 4 lec'hienn disheñvel :
http://www.youtube.com/user/berrberrbzg#g/u
http://www.youtube.com/user/berrberrbzg#g/u
http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=18337
http://www.dailymotion.com/blogjakezriou