IMGP4404

 

Goude merenn eo bet dalc'het bodad ar boued er self. Pep a zileuriad a oa bet dibabet gant ar c'hlasadoù skolajidi. Ganto ha gant Olier ha Padrig ez eus bet komzet gant Jacques, ar c'heginer, ha gant an aotrou Bramard rener en ADC Gwengad. Prientet e oa bet mat ar gaoz er c'hlasoù.

 

Plijet eo an dud en holl gant ar boued ha dreist-holl gant an dibab ledan a zeroù hag a zibenn pred. Tammoù rebechoù, evel-just, ha kinnigoù a vo gellet lakaat lod anezho e pleustr. Aozadur an tremen da zebriñ a vo ranket cheñch a-benn an distro-skol da zont, daou servij a vo ret lakaat.

 

Komzet mat ha sklaer o deus an dileuridi ha selaouet aketus int bet gant tud ADC. Un dezrevell a vo kaset deomp en deizioù da zont. Skignet e vo d'ar skolajidi, d'ar gerent ha d'ar skipailh.

Degemer