Gwall zirollet e oa gwrac'hed ha sorserien ti-annez Skolaj Diwan Jakez Riou e-kerzh beilhadeg ar Yaou 25 da noz : holl dreuzwisket ha dremmlivet war ar marc'had ma oant, brasañ mizer evit ar gasourien da zigoachañ hini pe hini... Kinklet brav e oa bet ar sal gant Marine, kement hag ober ur gouel bihan...war an ton bras !












Teir lamponez gwisket eus ar c'haerañ holl !

O anavezet ho peus ?

 

 













Estreget ar skolajidi a oa treuzwisket, div sorserez a oa 'n em silet e-barzh ar gouel, brrrr.... spouronus !

 

Degemer