Un devezh erc'h...
N’eus ket keit-se ‘zo e oa bet ur skridaozadenn diwar-benn « kaerderioù ar goañv ». Hiziv, avat, e oamp a-blom e-barzh !
Hogos diskolajidi er mintin-mañ gant hon diabarzhidi stanket e ti-annez Plogastell. Laouen an ton memestra gant ar re a oa deuet. N’eus ken sellout outo war an nebeud skeudennoù da heul. Da greisteiz hanter, avat, war an diskorn, e tegouezhe kirri-boutin Plogastell ha ganto ar c’hentelioù evel boaz...
Digarez da amprouiñ melldroadig nevez-flamm an oaled...
Sekretourezed a youl vat a oa bet kavet...
Un emgann didruez...
An distro d'ar gwirvoud pemdeziek...