Reizhskrivadeg 2008
Da heul, testenn an dro gentañ-mañ.
Ezhomm hon eus holl d’ober sport evit kaout ur spered yac’h en ur c’horf yac’h. Vad a ra d’ar vugale, d’ar re yaouank, d’ar re vras koulz ha d’ar re gozh. E pep amzer hag e pep lec’h ez eus bet ijinet sportoù gant an dud. Diskuizhañ eus al labour korf o lakaat ar c’horf da labourat evit c’hoari ar wech-mañ.
A bep seurt sportoù a zo, reoù a-hiniennoù ha reoù a-stroll. Sportourien brudet-bras er c’helaouennoù, er radio, er skinwel, war internet, pe sportourien divrud evit plijadur ar sport nemetken. Sportoù liesseurt a ginniger bremañ e kluboù pe kevredigezhioù niverus. Peadra da bep hini da gavout an hini a zegouezho ar gwellañ gantañ pe ganti.
E-touez ar sportoù a-stroll emañ ar vell-droad, an hand-ball pe c’hoazh ar volley-ball a sach ur bern skipailhoù hag o suporterien war an tachennoù-c’hoari bep dibenn-sizhun. Ar rugbi ivez a zo oc’h ober e dreuz tamm-ha-tamm e Breizh. Arabat disoñjal e veze c’hoariet mellad gwechall war hor maezioù hag e veze lakaet bec’h ruz etre paotred ar parrezioù enebet da zerc’hel ganto c’hwezigell hoc’h an trec’h. Reolennet spis eo an holl sportoù met dreist pep tra e tle an holl c’hoari reizh, kuit a drucherezh.
“M’en tou da c’houren gant lealded, hep trubarderezh na taol fall ebet,” eme ar c’hourenerien dre o le. Rampet start war pallennoù-leur ar salioù-sport pe sanket o zreid er brenn-heskenn e kevezont hael da c’hounit maout ar c’hourenadeg, kib pe vedalenn, pe c’hoazh maout yaouank arouez a drec’h.
Sportoù a-stroll, sportoù emgann, douar atleterezh eo Breizh ivez. War an hent-red pe a-dreuz maezioù e stourm an atleted outo o-unan pe a-heligentañ ouzh o c’hevezerien.
Ne vo ket ankounac’haet marc’hhouarnerien brudet pe zivrud an hentoù bras pe ar c’harrhentoù, na tud ar sportoù dour dous pe dour sall.
Bezet a vezo, plijet e vo Yann sportour pe Katell sportourez o kemer perzh er Redadeg evit ar yezh a vo dalc’het evit ar wech kentañ da gala-Mae hevlene, ur biltrotadeg a-eilek ma vo roet a zorn da zorn ar vazh-test, arouez ar yezh a fell deomp komz ha legadiñ d’ar rummadoù da zont.