Kros an departamant
D'ar merc'her 23 a viz Du e oa kros an departamant. Ouzhpenn 2700 skolajiad.ez ha lisead.ez a zo deuet eus 4 c'horn Penn-ar-Bed evit en em gavout e Kemper war dachenn ar C'hornigel. Ur gwir dakad emgann e oa an hentad, fank a oa e pep-lec'h !
Gourc'hemennoù d'ar skolajidi evit bezañ bet ken kalonek daoust da stad al lec'h abalamour d'ar glav.
Hag ur meneg ispisial da Rosalie Bitout Guyomar evit bezañ bet e 3 de plas war leurenn ar redadeg bihanig