Dec'h 'oa bodet ar skipailh er skolaj, klok eo ar skipailh: 20 kelenner, 6 kasour ha 4 skoazeller buhez skol; ha prest an holl evit kregiñ 'barzh!

Degemeret zo bet div blac'h nevez er skipailh: Manuella Flouriot a vo kasourez ha Loeiza an Duigou kelennerez war ar brezhoneg.

196 skolajiad 'vo er bloaz-mañ, biskoazh kement all! 22 skolajiad ouzhpenn ar bloaz paset, ur sapre kresk eo!

Dilun 'vo distro-skol ar 6vedidi ha dimeurzh evit ar c'hlasoù all.

DISTRO MAT D'AN HOLL !!

Foto graet gant André Calvez (Penhars info)

Foto graet gant André Calvez (Penhars info)

Degemer