Fest an 40 vloaz

D’an 23 a viz Even e vo lidet 40 vloaz Diwan e Kemper. Kavit amañ-kevret skritell ar gouel.

Setu ar pezh a vo kinniget :

  • 2e-3e30 : arvestoù gant ar vugale 1añ derez.
  • 3e: Kanaouennoù ar skolajidi
  • 3e30-5e : C'hoarioù a bep seurt.
  • 5e-6e : Abadenn sonerezh gant ar Groove Boys ha mont war zu ar blasenn Sant Kaourintin.
  • 17e45: Flashmob skolaj Diwan Jakez Riou.
  • 6e-7e : Fest, fotoioù.
  • 7e-1e : Abadenn sonerezh, Fest Noz, standoù boued hag evajoù.

Evit mirout plasoù en linenn (gant un distaol) mont war lec’hienn skol 1añ derez Diwan Kemper : http://diwankemper.net/40-vloaz/

(priz war al lec’h : 7 € evit an dud gour, digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz, digoust evit skolajidi Diwan Jakez Riou hag al liseidi bet e skolaj Diwan Jakez Riou, digoust evit an dud a youl vat).

Ma fell deoc’h reiñ dorn e c’hellit enskrivañ en daolenn-mañ : (Taolit evezh ! er golonenn « skol », merkit SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU)

https://docs.google.com/spreadsheets/d/1n-kuFqxBXFkdmuK14ghuCkJc13X7ZKxD59qx-UHStck/edit#gid=902573210

Degemer