"Treset ez eus bet figurennoù geometrek war ar porzh gant ar re 6ved Glas. A-raok hen ober ez eus bet roet daou brogramm sevel dezho : « An Teir Loar » hag « Ar Vleunienn ». Pep hini en deus klasket sevel an div dresadenn war ur follenn wenn. Ur wech echu al labour ganto o deus divizet dre strolladoù dibab e-touez an div dresadenn pehini a vije bet savet e bras. Ar prantad war-lerc'h o deus klasket sevel ar figurenn war ur follenn garrezek 1 metr he c'hostez gant un neudenn evit mestroniañ ar jestroù. Diaesterioù zo deuet war wel. Berzh he deus graet an dresadenn anvet « An teir loar » peogwir eo bet dibabet gant ar 5 strollad. Abalamour d'an amzer fall int bet treset dindan ar bratell gant kerdin ha tammoù kleiz tev. Plijadur o deus bet ar skolajidi o tresañ ha livañ o fennober !"

Nikolaz Maligorn, kelenner matematik

FIGURENNOÙ GEOMETREK - 6VED GLAS
FIGURENNOÙ GEOMETREK - 6VED GLAS
FIGURENNOÙ GEOMETREK - 6VED GLAS
FIGURENNOÙ GEOMETREK - 6VED GLAS
FIGURENNOÙ GEOMETREK - 6VED GLAS
FIGURENNOÙ GEOMETREK - 6VED GLAS
FIGURENNOÙ GEOMETREK - 6VED GLAS
Degemer