EVIT HOR MIGNON, PASCAL BOCCOU
Pascal, kenavo !
Gant ur gwallzarvoud hent trumm ha didruez emañ Pascal o paouez bezañ lamet digant e familh hag e vignoned. Hor gourc'hemennoù a gengañv a greiz kalon a gasomp d'e holl familh, d'e wreg ha d'e vugale.
Disadorn c'hoazh e oa en emvod Ofis ar Brezhoneg hag en emvod ar Redadeg e Karaez. Paotr chichant, lañsus, brezhoneger kalonek, ur blijadur bepred bezañ en e ser...
Dreist d'ar glac'har ha d'ar c'hwervoni dirak an direizhder e fell deomp rentañ enor d'ar mignon a zo bet e-pad bloavezhioù skoazeller feal ha birvidik d'e bobl ha d'e vignoned dre ar bed, d'hor yezh, da Ziwan, d'hor skolaj. P'edomp e Kerfeunteun hag e verc'h Mona er skolaj e oa bet ezel oberiant eus ar c'huzul-merañ ha sikourer ingal hon abadennoù gouelioù, livañ, kempenn salioù, dilojañ gweleoù, war un dro gant familhoù eus an holl skolioù, met bepred gant ur guchennad vat a Zouarneneziz unanet... Trugarez dezho holl !
E levezon zon a chomo garanet e kalonoù ar re o deus e anavezet !
Amañ da heul pennad Emglev Bro-Douarnenez evit e brezidant :
Emañ Emglev Bro Douarnenez o paouez koll e brezidant. Stourmer dalc’hus e oa Paskal BOCCOU war dachenn ar yezh hag ar sevenadur breizhat. Nouspet raktres a-stroll en deus kaset da-benn a-drugarez d’e nerzh divent.
Soñj hon eus eus outañ o youc’hal da reiñ kalon da berzhidi Redadeg 2010.
Ne ankounac’haimp ket Paskal o sachañ kanerien d’e heul da-geñver Ribin ar Sardin. Nag a blijadur o rannañ glad Douarnenez asambles.
Da viken e chomo ennomp e youl da lakaat da zigejañ ar stourm sevenadurel ha blaz ar gouel evit ma tassono ar brezhoneg e divskouarn kement hini a zo er vro. Unan eus an arouezioù kreñvañ eo Gouel Bro Douarnenez, darvoud bloaziek ar sonerezh, ar c’han, ar c’hoariva, al lennegezh, ar sinema e brezhoneg…
D’ar 16 a viz Here e vo roet lañs da festival ar bloaz-mañ. E koun Paskal e vo dalc’het, gant «plijadur ha startijenn», e c’her-stur. Mankout a ri deomp, spontus. Kenavo paotr !
Emglev Bro Douarnenez hag ar c'hevredigezhioù ezel : Ulamir ar Gwaien, Div Yezh Bro-Douarnenez, Korriged Is, Daoulagad Breizh, Festival ar sinema, Bagad Douarnenez, UGB, Ti an Holl hag ar Sevenadur, Mervent.