Buhez ar skolaj
Gant Odiseia ar Gerioù er bloaz-mañ ez eus pledet gant nac'hañ an diseblanted ha sachet eo bet hon evezh p'hon eus gwelet e c'hellemp kemer perzh e brezhoneg. Neuze, ne oant ket diseblant ouzh hor yezh... Deomp e-barzh ar jeu eta !...
Buhez ar skolaj
Ur pennad a-zoare gant an Télégramme diwar-benn hor c'hevelerezh gant Daoulagad Breizh hag an departamant. Poent deomp kaout ur gazetenn bemdeziek e brezhoneg !
Buhez ar skolaj
Gant Adelaïde, mezegez-loened Eskemm stank ha frouezhus ivez etre an dud a vicher deuet da leurenn Glenmor da zisplegañ e brezhoneg d'hor skolajidi 3de (181) o micherioù. Enskrivet e oant gant pep a zaou zen a vicher ha frankiz o deveze...
Buhez ar skolaj
Diriaou e oa deuet un dileuridigezh liseadezed, skolajiadezed kent, da gontañ kaoz gant hon tredeidi. Ambrouget e oant gant Edern ha deuet e oa Loeiz, rener al lise, da gomz ouzh ar skolajidi hag ar gerent war-lerc'h. Frouezhus, plijus...
Buhez ar skolaj
D’ar Meurzh vintin, bep pemzektez, e tegemer 6veidi skolaj Diwan Jakez Riou, Aziliz Bourgès ha Klet Beyer da sevel ur raktres war ar c'hleweled. Ar pal eo sevel ur rummad filmoù-berr farsus doare « Caméra Café », ha kemer-perzh e kenstrivadeg...
Buhez ar skolaj
Mestr ha deskard a-zevri outi ! Ur sell hiziv war ur pleustrad micher divoutin. Abel, akordeonour ampart, e ti Thierry Beuze, ludaouer, oberour akordeonoù. Plijadur o rannañ ar memes entan ! O toullañ hent ur c'halvidigezh ? Gant entan...