Dilun tremenet 'oa deuet Mikael Baudu hag Arnaud Vannier a-benn diskouez d'ar skolajidi 4re ha 3de klas an teulfilm sevenet ganto : Open the border ("digorit an harz"). Tro o deus bet an daou Vreizhad da heuliañ e-pad meur a viz divroidi...
Setu programm an devezh : 3e - 5e30 : Tournamant sport. 5e30 : Anvet 'vo levraoueg ar skolaj "Levraoueg Martial Ménard". 6e : Banne ha krampouezh-silzig dirak ti an holl Penharz (an Dachenn wenn) gant ar fañfar, kanaouennoù ar skolajidi,...
Evel kustum eo bet an dredeidi kastilhanegerien o veajiñ e Kreisteiz Euskal Herria (Bro Euskadi), kostez Arrasate, e proviñs ar Gipuzkoa. Un drugarez da eskemm, e kastilhaneg, gant skolajidi divyezhek all, kar d'o bro ha d'o yezh int...
Plijadur zo e-leizh gant ar vugale amañ, dispar eo ar skipailh ha brav-kenañ al lec'h. Staliet mat emaomp holl, mat ar boued, n'eus ket bet re a sotonioù... Mat pep-tra ! Sportoù a-bep seurt a zo bet, c'hoarioù, sketchoù, kentelioù...