Evit echuiñ ar bloavezh-skol eo deuet hiziv skolidi CM1 ha CM2 skolioù Diwan Kemper ha Plogastell da gemer perzh d'un abadenn sport aozet mat-tre gant kelennerien DKS ar skolaj ha skolaerien ar skolioù 1añ derez. Heol, plijadur......
Nag a blijadur zo bet o lidañ 40 vloaz Diwan! Adkavout tud bet er skolaj ha laouen da zistreiñ da lidañ ganeomp an deiz-ha-bloaz, Reiñ 'ra deomp startijenn evit kenderc'hel 'vat! Trugarez d'an Ti-kêr da vezañ degemeret ac'hanomp e...
Dec'h 'oa aozet gant ar re 3de an nozvezh gala. Kroget eo an abadenn gant un tournamant melldroad ha plijadur o deus bet ar re 3de Melen da vezañ trec'h war skipailh ar re gozh (en em gavet e gourfenn memestra!) Tem an treuzwiskañ...
D’an 23 a viz Even e vo lidet 40 vloaz Diwan e Kemper. Kavit amañ-kevret skritell ar gouel. Setu ar pezh a vo kinniget : 2e-3e30 : arvestoù gant ar vugale 1añ derez. 3e: Kanaouennoù ar skolajidi 3e30-5e : C'hoarioù a bep seurt. 5e-6e...
Embannet eo renk ar skolajoù diouzh o disoc'hoù en arnodenn vreved (DNB). Jedet vez an notenn diouzh an dregantad o deus bet ar breved hag an dregantad o deus bet ur meneg. Notenn hor skolaj zo 19.7/20 !! E 2017: 100% degemeret (39/39)...
D'ar Meurzh 22 a viz Mae e oa bet ar 5veidi en American Village e kreizenn La Mazure, Les Biards. Chomet e oant 4 devezh, leun a blijadur. Setu skeudennoù tapet war al lec'h.