Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
  Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Stummadur lazhañ tan

Stummadur lazhañ tan

1913

Digwener 'oa bet stummet ar skipailh a bezh evit deskiñ penaos lazhañ tan en un doare efedus. Tri seurt mouger-tan zo er skolaj ha ret eo goût pe hini zo ar gwellañ d'ober gantañ pa grog an tan. Pleustret 'oa bet da heul ar gentel...

DIWAN SPORT

DIWAN SPORT

1832

D'ar Meurzh 25 a viz Even e oa deuet skolidi cm1 ha cm2 skolioù Diwan Kemper ha Plogastell-Sant-Jermen da dremen ur mintinvezh c'hoarioù ha sport gant skolajidi 6ved Melen. Plijadur a zo bet dindan an heol. Un doare ouzhpenn da ober...

Dilojañ an hunva

Dilojañ an hunva

1821

Disadorn paseet 'oa bet dilojet hunva ar skolaj. Kuitaat 'reomp Plogastell Sant Jermen evit en em gavout en Enez Tudi. Brasoc'h eo an ti, muioc'h a blas 'vo evit ar skolajidi. N'eo ket ul leti 5 steredenn met brav eston eo ar gwel...

Priz ar Yaouankiz

Priz ar Yaouankiz

1655

Dec'h 'oa bet er skolaj disoc'h kenstrivadeg "priz ar yaouankiz". Holl grennarded ar skolaj o doa kemeret perzh er raktres. Deuet 'oa Fanny Chauffin, kenurzhierez ar raktres ha pedet 'oa bet skrivagnerien evit eskemm gant ar skolajidi:...

TIME CAPSULE

TIME CAPSULE

1633

4RE GLAS AND MELEN 2015 TIME CAPSULE BURIAL DATE : JUNE 19TH 2015 OPENING DATE : JUNE 27TH 2019 AT 3.10 PM If found before that date, please contact Ninnog.

Pezh c'hoari ar re 4re

Pezh c'hoari ar re 4re

1574

Hiziv 'oa c'hoariet e Ti ar Vro ar pezh c'hoari prientet gant ar skolajidi 4re klas. Kenlabour zo bet gant aktourien La Obra evit kas da benn ar raktres. Setu diverradenn an istor :« Bugale an Avel » a zo ur pezh-c’hoari e brezhoneg...

Manifestadeg evit difenn Diwan

Manifestadeg evit difenn Diwan

1456

En em gavet eo muioc’h evit 200 den er mintin-mañ dirak prefeti Kemper evit goulenn muioc'h a wirioù evit Diwan. Feuket eo kalz a Vretoned da heul komzoù dismegañsus ministr an Deskadurezh Stad diwar-benn ar soubidigezh. Goulenn a...

Fest ar skolaj

Fest ar skolaj

1456

Dec'h 'oa bet aozet fest ar skolaj. Plijadur zo bet! Trugarez d'ar ganerien, sonerien, dañserien! Ha trugarez d'ar c'huzul skoazell ha d'an holl o deus sikouret.

<< < 10 20 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 50 60 70 80 90 100 > >>