Ur mell-droadig a zo bet kaset e oaled an hunva ha suspens a zo bet betek fin ar c'hrogad! Trugarez vras d'ar gevredigezh Amzer-Vrav (eus Kemper) evit ar prof-mañ! Plijadur 'vo!!
Ul leurenn a-dreñv hon eus bet evit hon atalier c'hoariva. Pegen plijusoc'h eo c'hoari gant an dra-se! Trugarez vras d'ar gevredigezh C'hoariva evit ar pennad!
Hetiñ a ra deoc’h skipailh skolaj Diwan Jakez Riou ur bloavezh mat e 2021. Tresadenn : Célia (3de klas) Ur sklêrijenn war porzh ar skolaj !
Goude vakañsoù an Hollsent e oa bet lañset ar "C'hoari an Tiegezhioù" evit an diabarzhidi. 4 tiegezh a zo bet savet : Dahud (paotred 4re & 3de), Dana (merc'hed 4re & 3de), Taliesin (merc'hed 6vet & 5vet) ha Merzhin (paotred 6vet &...