Digwener, 22 a viz Kerzu, e oa bet aozet gouel Nedeleg ar skolaj. Al lodenn gentañ anezhañ a oa ur pezh c'hoariet gant studierien Kelenn "Diskouezadeg Landouzan" lakaet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella diwar ur gontadenn c'hallek...
Dec’h e oa bet lidet digoridigezh an hunva. Deuet e oa kerent eus ar skolaj, izili ar c’huzul-merañ ha tud e penn Kambr ar Micherioù. Fichet kaer e oa bet an hall bras ha staliet brav ur banne degemer. Trugarez da Glaod, da Gristine,...
E miz Here e oa aet skolajidi ar pevare klas da chom e-pad ur sizhun e kreizenn ar Vilin-vor e Logonna-Daoulaz. Bag fillao a za maez eus ar porzh dre dan Ur sizhunvezh dizoleiñ ha pleustr war ar bagerezh dre lien ha studial endro Lenn-vor...