Un endervezhad "bowling" a zo bet aozet gant merc'hed an trede klas d'ar merc'her 07/03/07. Euskariz a zo bet degemeret gant Skolaj Diwan Jakez Riou e-kerzh ar sun, setu ez eus bet prientet un abardevezh plijus dezho e "bowling" Kemper,...
"Reolennoù savet gant tud vat ar pevarzek parrez a Vro-Arvorig a ya eus Douarnenez betek Konk-Kerne evit bezañ doujet etrezo hep gwall ebet betek Gouel Mikael a zeu." 1) Dileuriet e vo gant ar pevarzek parrez-mañ, unanet-holl evit...
An eil gwech e oa da zerc’hel ar forom-mañ e leurenn Glenmor e Karaez. Tremen daou-ugent a dud a vicher a oa deuet da zivizout gant hon tredeidi ha gant al liseidi o doa c’hoant, un daou-c’hant bennak a dud yaouank en holl. E-pad div...
Diriaou vintin, 8 a viz C’hwevrer, e oa bet degemeret an 3deidi e lise Diwan e Karaez. Un degemer c’hwek gant tud skipailh al lise ha gant hor skolajidi gent. Goude prezegennig a zegemer mat ar rener, an tamm hag al lomm chug-frouezh,...
Kinniget e oa bet d’ar skolajidi ijin ul loen burzhudus, unan n’eus ket anezhañ er vuhez wir. Deuet eo brav ganto ! Setu ur skouer, savet gant Eloise eus 6vet klas.
Un doare arzoù o tont eus ar Stadoù- Unanet eo al Land Art. Implijet e vez an endro evit sevel oberennoù arzel. Land Art gwir a vo graet er skolaj pa vo bravoc’h ha tommoc’h an amzer, evit poent o deus gellet ar skolajidi labourat...