VA BEAJ EN ARC'HANTINA (Pauline Kerskaven, II)
BUENOS AIRES
Erruet on e Buenos Aires d'an 21 a viz Gwengolo, ha ne oa ket brav an amzer ! « Hace frio ! » a vefe tu lavarout e spagnoleg.
Kêr-benn Bro-Arc'hantina eo Buenos Aires, bras-tre eo gant meur a garter. Amañ ne vez ket komzet eus straedoù pe eus balioù, met eus « cuadra ». Tout ar c'huadraioù a zo a-skouer gant ar re all. Un tammig evel e Brest, m'ho peus c'hoant. Souezhet on bet e Buenos Aires gant plasenn Miz Mae (Plaza Mayo). En em vodañ a ra eno, atav, mammoù-kozh ar re a zo bet lazhet e-pad ar « guerra sucia », ar brezel lous. Etre 1976 ha 1983, ez eus bet skrapet, jahinet ha lazhet 30 000 a dud a oa a-enep ar re e penn ar vro. Anvet int « los desaparecidos » peogwir ne ouezomp ket pelec'h int bet douaret. War ar blasenn-se e vez manifestet ivez alies evit traoù all, evel pa vez gounezet ur match mell-droad gant skipailh Arc'hantina !
Ur porzh eo Buenos Aires (evel ma welit war ar foto 1), met n'eo ket ar mor a erru e Buenos Aires, kentoc'h ur stêr vras. Ha gwelet e vez ur bern bigi war ar stêr-se.
Pa 'z on erruet en Arc'hantina ne oa ket bet dilennet en-dro c'hoazh Cristina Kirchner da brezidantez ar vro. Ur bern skritelloù eus an holl dud war ar renk oa neuze evit an dilennadegoù.
E Buenos Aires, em eus gwelet ur bern bugale er-maez eus ar skol e-pad an devezh. Perak 'ta ne oant ket er skol ? Peogwir amañ en Arc'hantina, ne vez skol nemet diouzh ar mintin pe nemet goude lein, depand a ra eus ar c'hlas m'emaout. Chañs o deus, keta ? Pep skoliad ivez en devez ur gwiskamant. Ar gwiskamant-se a zo disheñvel e pep skol.
Plijout a ra kalz d'an dud en Arc'hantina mont e-barzh ar parkoù d'ar sul. Dont a reont da evañ Mate (un te kreñv), da c'hoari mell-droad pe da ruzañ un tamm.
Plijout a ra ivez d'an dud debriñ ! War ar foto-se eo ur « plato combinado », ur mesk eus fourmaj, kig ha legumaj.
Ur c'harter en deus plijet din e Buenos Aires, hini « La Boca ».
Amañ ez eus ur stad, lec'h ma c'hoarie Maradonna. Mod-all ez eus ivez ostalerioù, abadennoù tango ha livet eo an tiez gant kalz a livioù disheñvel. Brav tre !
PUERTO MADRYN
Goude bezañ bet tremenet ur sizhun e Buenos Aires em eus kemeret ar bus evit mont suoc'h, da b-Puerto Madryn. Ret eo lavarout ar wirionez, ur gêr gouronkañ eo ha n'eo ket brav tamm ebet Puerto Madryn. Met e-kichen Ledenez Valdes emañ, hag el ledenez-se e c'heller gwelet balumed.
Un tammig suoc'h c'hoazh, e PUNTA
TUMBO, em eus bet tro da welet manked,
loened farsus-kenañ !
Ha klasket em eus bale evelto !
Mod-all em eus bet tu e Puerto Madryn da zebriñ un Asado, ur « barbecue » ma fell deoc'h. Lakaet e vez ur bern kig da boazhañ ha mat-kenañ eo.
EL CALAFATE
E-kichen El Calafate emañ skorneg Perito Moreno, unan eus ar re vrasañ e Suamerika (war an douar ha ket er mor). Souezhus-kenañ eo gwelet tammoù skorn a gouezh e-barzh al lenn. Ober a reont un trouz spontus !
EL CHALTEN
Evit echuiñ va beaj e Bro-Arc'hantina em eus dibabet bale un tamm e park broadel ar Skornegi.
Ha goude c'hwec'h eurvezh bale, setu ar pezh em eus gwelet. Brav eo, 'keta ?
Ken ar c'hentañ e Bro-CHILE !