IMGP2791

 

François gant e vestr staj en e stal veuzioù a Vro-India e koc'hu Sant-Frañsez. Un degemer karadek !

 

 

Er sizhun-mañ emañ hon tredeidi gant o stajoù-micher. War roudoù a bep seurt hunvreoù int aet d'ober anaoudegezh gant bed an armerzh. Ur skiant-prenet a dalvoudegezh alies war dachenn an darempredoù etre an dud, buhez an dud war o micherioù... Tro a vo dezho da gendivizout gant tud a bep seurt micherioù c'hoazh a-benn Kroashent Diwan ar Micherioù a vo dalc'het e Glenmor Karaez d'al Lun 11 a viz C'hwevrer. Hag e brezhoneg, mar plij !

Degemer