IMGP0062

 

Degemeret mat omp bet gant Ifig Tromeur ha gant familhoù hag hentet da weladenniñ tiez nevez skol Vanaleg staliet gant an ti-kêr.

 

Emaomp gant tro ar skolioù o vont a skol da skol da ginnig ar skolaj. Bet omp e skolioù Diwan Tregon ha Banaleg hag e skolioù publik Ploveur ha Douarnenez. A-benn digwener e vo tro skol Diwan Kemper e Penharz ha sur a-walc'h e vo skolioù all da heul.

 

IMGP0063

Sklaer, naet ha kempenn, salioù-klas plijus bevañ enno...

 

Degemeret e vo skolidi ar c'hlas V er skolaj d'ar Gwener 25 a viz Meurzh. En devezh-se e c'hellint ober anaoudegezh ganeomp ha gant an ti, bez e c'hello o zud dont da welout mont en-dro ur skolaj digor-bras evito. Antronoz e vo Bodadeg-veur kevredigezh Skolaj Diwan Jakez Riou, sinadeg kevrat bro rouedad Diwan ha dorioù digor evit ar familhoù. Un digarez eta da gejañ gant tud holl skolioù Diwan tro-war-dro, gant re Diwan Breizh ha gant tud KELENN, ensavadur stummañ Diwan.

Degemer