SKRIVADEG 2013 E PLONEIZ
Gouel a oa e Ploneiz disadorn evit ar brezhoneg. E Ti an Dourigoù e oa digor dorioù ha mikroioù Radio Kerne, e oa c'hoarioù evit ar vugale, ur stal livañ dremmoù, Skrivadeg hag elektronoz !
Ur saliad tud a zo bet o kenskrivañ amañ ha klevet hon eus abaoe e oa bet graet ivez ar Skrivadeg e Baiona gant hor mignoned aet di da gemer perzh e degouezh ar C'horrika. Evit ar blijadur d'ober un dra asambles e brezhoneg ha da skrivañ reizh hor yezh !
Gourc'hemennoù d'ar re o deus kemeret perzh, en o zouez skolajidi a-vremañ, skolajidi bet pe c'hoazh mignoned !
Trugarez da Radio Kerne ha da Zavid ez ispisial evit an disoc'hoù a-is, an aozadur, skeudennoù...
SKRIVADEG SU PENN-AR-BED 23/03/2013
38 den o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ
AL LOREIDI :
CE :
1 - MENARDEAU Kiwa
CM :
1 - JORDANEY HOSTIOU Karen 2 - LE MARC Gaid 3 - BILIEN Betty + BUREL Liza
Skolaj :
1 - LE MARC Rozenn 2 - BUREL Samuel
3 - MENARDEAU Mai
Lise :
1 - LAVIGNE Marine
Oadourien o teskiñ :
1 - LE COZ Lena 2 - LE MOAN Eric
Oadourien live etre :
1 - CARCA Cecile
Oadourien barrek :
1 - COQUET Loic 2 - LE BRUN Yannick
3 - CORAY Bruno
Oadourien ampart :
1 - LE COZ Annie 2 - MARY Monique
3 - MONCHICOURT Marie
Oadourien live uhel :
1 - LAPORTE Yannig 2 - URIEN Rafael
3 - MALIGORN Nikolaz
Ar re-se a c'hallo mont d'an eil tro e Redon d'ar 1 a viz Even 2013
Trugarez da / Merci à :
Lenn an destenn : Padrig an Habask
Difaziañ : Anna Vari Diaskorn - Padrig an Habask - Anna ar Beg - Eric Labaight
Holl peuraketus !
Gourc'hemennoù !
Un abadenn c'hoariva a-feson gant Loig !
Ne vir ket ar blijadur ouzh Yannig a stourm evit "ar brezhoneg yezh ofisiel e Breizh !"