Photo 004

 

SKRIVADEG E BREZHONEG SU PENN AR BED – PONT-‘N-ABAD - 10/03/2012

 

 

Photo 009

 

 

 

 

 

 

 

 

34 den o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ.

 

AL LOREIDI  :

CE :

1 – TUAL Judikael                                   

2 – LE DEROFF Brigitte                       

 3 – BUREL Liza 

CM :

1 - JORDANEY HOSTIOU Karen           

2 – BUREL Samig                                   

 3 – QUEFFELEG Nominoe

Skolaj :

1 – LE MARC Rozenn                                    2 – BELINGA Julien           

Lise :

1 – QUERE Thelo                       

Oadourien o teskiñ :

1 – CARCA Cécile                                    

2 – JASSERAND Marrick                       

3 – CALIPPE Lors

Oadourien live etre  :

1 – COUPA Reun

Oadourien varrek  :

1 – AR ROUZ Gaidig                                   

2 – SENANT Michel                                    

3 –LE COZ Jean-Claude

Oadourien ampart  :

1 – BOULBRIA Jean                                    2 – MARY Monique

Oadourien live uhel  :

1 – TUAL Loig                                               

 2 - MALIGORN Nikolaz                       

3 – URIEN Rafael

 

Ar re-se a c'hallo mont d’ar gourfenn e Karaez d'ar 26 a viz Mae 2012

 

Trugarez da :

 

Lenn an destenn : Mikel AR ROUE

Difaziañ : Anna Vari Diaskorn - Padrig an Habask – Daniel Kernalegenn – Yannig Laporte

Gweladenn Mirdi Pont-‘n-Abad : Andrev Sezneg – Yann Guillamot

Profoù : Tiez-embann  (Ti Embann ar Skolioù ; Keit Vimp Bev ; Coop Breizh ; Kuzul ar Brezhoneg ; Spered Gouez ; Dastum Bro Gerne ; Mouladurioù hor yezh) , Kevelerien Startijenn Ar Vro Vigoudenn ( Patrick Robinet, chokolader ; Furic ; Henaff ; Super U Landudeg ; Cidrerie Kerne )

 

Ti ar Vro Kemper : 02-98-90-70-43 / koulmig.tiarvro@wanadoo.fr / www.tiarvro.org

 

Photo 021


Tro gentañ skrivadeg 2012
                                                     
 TROUZIOÙ
A bep seurt trouzioù a vez klevet war an tamm douar-patatez-mañ, trouzioù an natur,  re al loened hag an dud evel-just. A-boan erru war an douar, hag aer en e skevent, e krog ar babig da grial, da huchal ha da ouelañ.
Fin ar skrivadeg evit ar vugale CE hag an deraouidi deuet (live A1)


A-benn nebeut koulskoude e vo plijet e dud o selaou geizoù o babig, e fistilh dibaouez pa grog da c'hoari gant an holl soniadoù a c'hell kas e-maez e c'henoù. Gouest eo c'hoazh forzh peseurt krouadur da zistagañ kement soniad a vez klevet en holl yezhoù ar bed.
Fin ar skrivadeg evit ar vugale CM hag an dud deuet live A2


Koll a raio buan ar varregezh-se, siwazh, ha ma fell dezhañ deskiñ yezhoù diwezhatoc'h e ranko poaniañ da vestroniañ anezho. Kreskiñ a ra ar vugale ha da heul e teu nerzh ha startijenn dezho, alies e vez torret penn ar re vras ganto, kerent pe skolaerien, pa'z eont e belbi. Ha cholori ha talabao, toumpi ha tourni er skol koulz hag en ti pa grogont da youc'hal ha da yudal e-giz bleizi.
Fin ar skrivadeg evit ar skolajidi hag an dud deuet live B1


Ar re vras a oar ober trouz p'en em gavont asambles ivez, ha bardi ha bardoù, chaok ha
klakaj. Ken gouest all int ivez da gas freuz ha reuz, dreist-holl pa vez tommet o fenn ha
pa sav jeu etrezo. Ha bec'h ha chao betek mont d'en em gannañ an eil re gant ar re all, ha dao!, un taol war hemañ, flao!, ur baborell war hemañ all. Keit ha ma chom an tabut etre daou zen n'eo ket kalz tra met pa grog an dispac'h er straedoù n'eo ket ar memes tra ken.
Fin ar skrivadeg evit liseidi hag an dud deuet barrek


Neuze e vez aloubet kêr, evit abeg pe abeg, gant tud kounnaret o kas an tousmac'h hag an diskrap. Stag etre ar vanifesterien hag an archerien, luganoù huchet a-bouez-penn en
uhelgomzerioù, hulc'ho e-mesk trouz an tennoù, strapadennoù ha tarzhadennoù.
C'hwitellerez-tro ar c'hirri-ospital ha hini paotred an tan o klask toullañ o hent e-kreiz an emsavadeg. Gwashoc'h zo c'hoazh : bimbaoñ ar c'hleier-galv oc'h embann ar brezel ha d'o heul, mizvezhioù goude, son-kañv kloc'h an Anaon, ur ranngalon e glevet, evit kement den marvet war an talbenn.
Lan Tangi
Miz C'hwevrer 2012

 

Trugarez da Goulmig eus Ti ar Vro Kemper he deus pourchaset danvez ar pennad-mañ.

Degemer