SKRIVADEG 2011
Ar c'hoant da skrivañ reizh, ur blijadur da bep oad...
E Ti ar Vro Kemper an hini e oa aozet disadorn tro gentañ Skrivadeg 2011 evit Kerne-Izel. 36 den o deus kemeret perzh ha tremenet eo mat-tre. Trugarez d'an holl dud a zo bet ha gourc'hemennoù da Liza ha da Varine, pevareadezed, o deus tapet an daou blas kentañ e rummad ar skolajoù !
Heol hinon evit al loreidi !
Anvioù al loreidi :
Trugarez da Di ar Vro evit an disoc'hoù-mañ :
CE :
1 - JORDANEY HOSTIOU Karen 2 - LE MARC Gaid 3 - CHANARD Gwenole
CM :
1 - ROUYER Klervi 2 - MENS PEGAIL Tristan 3 - COATMELLEC Pierre
Skolaj / Collège :
1 - ROUYER Liza 2 - LAVIGNE Marine 3 - HELIAS Melena
Oadourien o teskiñ :
1 - MAZE Yann 2 - DOMINGO LEROUX Severine
Oadourien live etre :
1 - LE MARC Delphine 2 - CHANARD Anita 3 - LE COZ Jean Claude
Oadourien varrek :
1 - AR ROUZ Gaidig 2 - LAVIGNE Fabienne 3 - MARY Monique
Oadourien ampart :
1 - LE DON Yveline 2 - MONCHICOURT Marie
Oadourien a live uhel :
1 - URIEN Rafael 2 - MALIGORN Nikolaz 3 - FITAMANT Laetitia
Ar re-se a c'hallo mont d'an eil tro e Naoned d'an 21 a viz Mae 2011.
Trugarez da :
Lenn an destenn : Yann Guillamot
Difaziañ : Anna Vari Diaskorn - Padrig an Habask - Loic Jade - Vefa Boulvria
Profoù : Ti Embann ar Skolioù - Keit Vimp Bev - Kuzul Rannvro Breizh
Ti ar Vro Kemper : 02-98-90-70-43 / david.tiarvro@wanadoo.fr / www.tiarvro.org
Testenn ar reizhskrivadeg bet prientet gant Naonediz er bloaz-mañ :
INIZI
Ar wezh kentañ. Ar wezh kentañ din sevel en ur vag ! Azezet war barlenn ma
zad e krenan, ma blev lakaet da nijal gant an avel fresk. Ne'm eus ket aon. O redek
war ar pont emañ ma breur. Gwenn eo al lestr, touristed e-leizh war vourzh. An
nevezhañv zo anezhi.
(fin ar Skrivadeg evit ar re CE hag an oadourien live 1)
Trouzus eo ar c'heflusker ha moged du zo o tifoupañ eus ur siminal. Ar
gouelini a heuilh hor bag en ur c'hoarzhin. Parañ a ra an heol etre ar c'houmoul.
Tennet he deus mamm ur re lunedoù-heol eus he sac'h ha lakaet anezho war ma
fri.
(fin ar Skrivadeg evit ar re CM hag an oadourien live 2)
Ret eo diwall diouzh skinoù an heol a lavar-hi dibaouez. Domaj e kavan se
rak plijout a ra din santout tommder war ma c'hroc'hen.
Emañ Tadig o komz e pleg ma skouarn :
« Da Enez-Vriad emaomp o vont hiziv. O pellaat diouzh beg an Arc'houest
emaomp. Gwelet a ri pegen brav eo p'hor bo dilestret. Bamiñ a c'hellimp ouzh ar
bleunioù kaer : nadozioù Mader, a zo dibar d'an enezenn, pe c'hoazh bodadoù
hortensia ha lili-karantez. »
(fin ar Skrivadeg evit ar skolajidi hag an oadourien live 3)
« Sioul-kenañ eo al lec'h, a-boan hor bo graet un nebeud kammedoù war ar
c'hae ma kavimp sederidigezh. Richan al laboused. E penn kentañ ar veaj emaout
hepken. Da inizi all ez aimp. Inizi Breizh da gentañ peogwir eo ken pouezus e
anavezfes da vro, koantig. »
« Penaos eo an inizi-se ? Peseurt anv o deus ? » a hiboudan.
« Disheñvel-mik int an eil diouzh eben. Da Enez ar Gerveur e kasimp
ac'hanoc'h, te ha da vreur, kerzhet a ri war he zraezhennoù roz hag ergerzhet a
raimp hentoù Bangor, Saozon ha Lokmaria-ar-Gerveur war bep a varc'h-houarn. »
(fin ar Skrivadeg evit al liseidi hag an oadourien live 4)
« Ha betek Konk-Leon e vleignimp c'hoazh da dapout ar vulzun da Enez-
Eusa ha merdeiñ war mor an Hirwazh. A-greiz-holl e c'helli gwelet tourioù-tan ar
C'hreac'h hag ar Stif, ar Gazeg Kozh ha hini Kereon ivez. Estlammata a ri dirak ar
reier ramzel ha tec'hel a ri rak ar mor goloet gant eonennoù ar froud. »
« Mall zo warnon Tadig ! » emezon.
« N'az pez ket re a vall, plac'hig. Habaskted a ranki kaout evit tañva kened o
oufigoù, arlivioù o oabl arnevek pe boull... »
Huanadiñ a ran ur wezh c'hoazh. Dilestrañ a rin ! Goude un nebeud
pazennoù eo hilliget ma fronelloù gant frondoù ar bodoù en o bleuñv. Kuñvat
santad.
(fin ar Skrivadeg evit an dud a live uhel)