SKRIVADEG 2010 E DOUARNENEZ
Nolwenn stag outi...
Ouzhpenn daou-ugent a berzhidi e sal gouelioù Douarnenez, un degemer c'hwek, un endervezh plijus eta.
Er bloaz-mañ e oa savet skrid ar reizhskrivadeg gant Mich Beyer. Lennet eo bet gant Nolwenn Korbell he deus c'hoariet ar vestrez-skol gant aked, plijadur ha fent war un dro...
Perzhidi evezhiek
Adalek ar re vihanañ betek an dud gour o deus strivet an holl da skrivañ difazi ha da dremen hebiou d'un nebeud antelloù stignet gant ar skrivagnerez. Ur bourmenadeg er Plomarc'h ha merenn vihan a oa kinniget d'ar berzhidi da c'hortoz mare an disoc'hoù da 5.00. Daou loread a zo bet dibabet dre rummad, koulz evit ar re yaouank hag evit an dud deuet. Prizioù a oa evit al loreidi hag ar re all, plijadur gant an holl eta. Laouen o vezañ kemeret perzh. Kurius e oa gwelout skolajiadezed pe tud gour o tont da c'houlenn digant ar juri sellout ouzh o follennoù da welout penaos e oant deuet a-benn ! Un dae hag ur blijadur e c'hell bezañ ar skrivañ reizh pe da zevezh ar reizhskrivadeg pe ne vern e pe zegouezh !
Strivadeg voutin tud a bep oad
Trugarez da Bascal Boccou ha da Emglev Bro Douarnenez evit an abadenn-se ! Gourc'hemennoù d'an holl berzhidi ha stlakadeg daouarn d'al loreidi a-is :
1 CE : 1 - Lomig Burel 2 - Iwan Le Bihan
2 CM : 1 - Klervi Rouyer 2 - Kelig Le Boite
3 Skolaj : 1 - Loeiza Alle 2 - Liza Rouyer
3 Tud gour o teskiñ : 1 - Albane Sinou 2 - Fabienne Lavigne
5 Tud gour live etre : 1 - Cedric Queffelec 2 - Jos Sicard Cras
6 Tud gour barrek : 1 - Aline Prigent 2 - Elen Rubin
7 Tud gour ampart ha lise : 1 - Marie Monchicourt 2 - Hannah Moal
8 Tud gour live uhel : 1 - Rafael Urien 2 - Tangi Louarn
Luc'hskeudenn goude ar profoù
Testenn ar Skrivadeg :
AN TASMANT
En ur c'hastell kozh e oa Jobig an tasmant o chom, e-kreiz ur c'hoad don. Uhel-spontus e oa ar gwez, ha ne wele morse al loar. Ne oa mignon ebet evit c'hoari gantañ, na labous, na loen ebet. Kavout a rae hir e amzer. Ne baoueze ket a ouelañ.
(dibenn evit CE ha tud gour o teskiñ)
Un deiz e tivizas mont kuit. Bale a reas e-pad pell, hag en em gavout e-tal ur maner. "Hopala, plijus eo an ti-mañ, deomp da welet." Siwazh, unan bennak, unan drouk, a oa o chom ennañ ! Pa dostaas e krogas an ibil diseven-se da deurel mein outañ. D'an daoulamm e rankas tec'hout kuit.
(dibenn evit CM ha tud gour live etre)
Goude devezhioù bale ez erruas e traoñ ur menez uhel. War-lein e welas ur c'hastell-kreñv bras-eston, seizh tour dezhañ ha prenistri diniver. "Hama, pegen kaer ! Diwar an tour-meur e welin ar mor marteze !" Kregiñ a reas da grapat laouen. Siwazh, sklas e oa ar menez, ken e tapas riv, e strevias, ha badadao...d'an traoñ. Ne gollas ket kalon hag e adstagas gant e hent.
(dibenn evit skolaj ha tud gour barrek)
Meur a savadur liesseurt a weladennas, e nouspet bro warn-ugent. Reoù distrantell, difaragoellet war an douar, damlosket, enno kevnid, eskell-kroc'hen, razhed, preñved, kinvi, netra dereat ouzh un tasmant a ouenn vat. Treuziñ ar mor a rankas, betek un enez ma veze, hervez kont, graet brav d'e genseurted. Kentañ kastell spurmantet diwar ur run geotek-meurbet a oa bamus e daladoù-moger serzh hag e doennoù lemm o velezouriñ en ul lenn boull he dourioù peurc'hlas.
(dibenn evit lise ha tud gour ampart)
"Youc'hou ! Hemañ zo din !" A-vec'h ma voe diskennet avat trema an ouf nesañ, e sailhas ur mell pikol aerouant tufer-tan. Anez e skaras a-dizh e vije bet pulluc'het. Dastum a reas e bilhoù. Keuz a zeuas dezhañ d'e annez kent. D'ar poent-se e tivorfilas, hilliget e skiantoù gant ur flouradenn dener. Dirak e zaoulagad, ur fulenn a dasmantez hoalus, ur berlezenn en he brasañ sked. Kuñvat hunvre...
(dibenn evit an dud gour a live uhel)