SKOLAJIDI ER SINEMA
Setu degouezhet fin bloavezh « Collège au cinéma » evit ar re 4re. Gwelet hon eus tri film, unan dre drimiziad. An hini kentañ a oa ur gomedienn sokial « Les Apprentis », istor daou zen yaouank kollet un tamm hag o klask ur ster evit o buhez. Unan eus rolloù gwellañ Guillaume Depardieu aet d'an anaon kalz re abred.
En eil trimiziad hon eus tañvaet bed Alfred Hitchcock gant « Rear Window », un istor polis ispisial. Tro hon eus bet da brederiañ war dem ar sellerezh. Betek pelec'h mont gant furchadegoù e buhez an dud hep mont re bell, a-enep al lezenn ? Sapre Hitch a c'hoari gant e bublik en ur vountañ anezhañ da vezañ dipitet ma ne c'hoarvezfe ket un torfed !
Rear window
Hag evit echuiñ, « El Bola », kentañ film hir Achero Mañas (foto) eus Bro-Spagn a gont istor ur paotr 12 vloaz, Pablo, ur sekred pounner gantañ, hag a zeuio a-benn, a drugarez d'e vignon Alfredo, da zispakañ e gudennoù. Ur film efedus o komz eus ar feulster hep e ziskouez; un istor kreñv ha fromus hep ma vefe ur fromc'hoariva.
Achero Mañas