SINEMA ER SKOLAJ GANT DAOULAGAD BREIZH
Dec'h oa bet kinniget evit ar wech kentañ er bloaz-mañ ur film gant Daoulagad Breizh "TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA" d'hor skolajidi 6vet ha 5vet klas, diwar-benn labour Gi Joncour, mezeg-loened war ar maez. Dedennet-tre e oant o welet penaos pareañ ur vuoc'h pe ur c'hi, zoken ma oa skeudennoù un tammig start evit an daoulagad kizidik ! Degemeret oant bet e-barzh bed Gi Joncour a zo tost-tre ouzh an natur hag an endro.
Goude bezañ sellet ouzh ar film o doa gellet hor skolajidi kurius sevel goulennoù gant Gi Joncour evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar vicher hag al loened. Frouezhus-kenañ e oa bet an eskemm ha desket zo bet ur bern traoù ganto. Piv a oar, marteze e oa un danvez mezeg-loened en o zouez...