Er mintin-mañ hon eus bet ar blijadur da zegemer Serj Moelo, aotrou Maer Silieg ha brezhoneger distagellet anezhañ, deuet da gontañ kaoz gant ar skolajidi diwar-benn ar film "Silieg, ur veaj da vro warc'hoazh". Ur film kaer savet gant Muriel ar Morvan ha Ronan Hirrien evit France 3 e 2007. Elen Rubin hor c'hevelerez a Zaoulagad Breizh a oa ganeomp ivez.
Ya, ag ar choaz ez a an traoù e Silieg...
Danvez ar film, ar c'hammedoù estonus graet gant ur vourc'hadennig a 450 a dud war hent an diorren padus. Doujañ an natur, energiezhioù nevez gant an avel hag an heol, lodennaouegoù tiez savet ha difuet gant danvezioù ekologel, kreizenn puraat an dour, treuzdougerezh.
Arvesterien war selaou...
Dedennet bras eo bet hor skolajidi gant hor Friburg breizhat. Prest eo lod da vont di diouzhtu da welout ha da gompren muioc'h. Danvez ur raktres da zont, piv 'oar ?
Lidet eo gouel Breizh hiziv er bed a bezh... hag er skolaj ! Deuet ez eus ur bern skolajidi ha tud ar skipailh gwisket e gwenn ha du evit merkiñ an taol.