IMGP3322

Degemer mat war ar parklec'h !

 

IMGP3323

Mont e-barzh liseidi ha studierien Kerne dre an traoñ, kirri-tan ha skouterioù ouzhpenn war ar parklec'h !

 

N'ez a ket mat tamm ebet gant ar parkañ kirri tro-dro d'ar skolaj. Abaoe ma 'z eo bet pilet steudadoù kendioù straed Vañde, e-lec'h gwellaat, n'o deus graet an traoù nemet mont war washaat. N'eus ket mui a hent a ziskenn a-hed tachenn sport lise Kerne, setu ne c'heller ket mui parkañ ar c'hirri eno. Savet ez eus bet ur parklec'h e toull dor ar skolaj, hogen kalz re vihan, 20 plas ordinal + 2 evit an dud nammet. Stanket eo bet a-ratozh ar plasoù a-dreñv ti KELENN gant kaelioù houarn evit ma ne c'hellfe den parkañ eno ken.

 

IMGP3326

E-keit-se, dirak KELENN !!!

 

Evel-just p'en em gav kerent ar skolaj, re skol Diwan, studierien lise Kerne ha studierien KELENN eo chouk an traoù hag e rank an dud mont da barkañ un tamm e pep lec'h, war ar riblennoù en tu all da GELENN ha betek ar c'hendioù nevez savet. Pa zeu kirri-boutin e-barzh ur seurt meskailhez e teu da vezañ dibosupl !

 

IMGP3327

Etre KELENN ha kloued ar skol/skolaj...

 

Hent lise Kerne a zo digor d'o implijidi a ya tre goude tremen ur gloued lem-laka. Kerent lise Kerne ha reoù hor skolaj o devez d'ober hanter-dro en ode ar parklec'h o tiwall diouzh ar c'haelioù houarn hag o tiwall da flastrañ an dud war-droad, skolajidi, liseidi, tud gour. Dañjerus eo ! Goulaouet fall eo ! N'eus treuzenn gerzherien ebet !

 

Marteze e teuio un tamm preder d'ar pennadurezhioù pa vo bet ur gwallzarvoud ?

Degemer