NEDELEG 2010 LAOUEN D'AN HOLL !
Daoust da varradoù erc'h kentañ ar goañv ez eus bet gellet aozañ hor merenn vihan Nedeleg. Mare daremprederezh plijus etre skolajidi, kerent ha skipailh ar skolaj. Simpl ha bourrus . Mesk-ha-mesk : 5vedidi disko gant Marine, kanerezed Louise Ebrel, akordeonourien, diskouezadeg labourioù skolajidi, krampouezh, gwastilli, evajoù tomm, stand Nedeleg ar c'huzul-skoazell...Laouen an dud o klozañ gant un tennad skol hir hag o tañva un tamm eus bamerezh Gouel Nedeleg...
Banne a zegemer mat ar c'huzul-skoazell
Stand Nedeleg
Marine gant he 5vedidi o pleustriñ war hentoù an disko
Chom a ra startijenn !!!
En estaj ur sell ouzh labourioù ha kinkladurioù
Lennerezed aketus...
Trugarez vras d'an holl dud o deus graet tra pe dra evit ar mareig plijus-mañ. Un darempred hag ur genskoazell blijus a zo bet, un tamm Nedeleg e oa !